Embannet niv. 362 Bremañ ! Kerzu 2011

Sommaire publié le 6/12/11 16:49 dans langues bretonnes par Gwenvael Jéquel pour Gwenvael Jéquel
https://abp.bzh/thumbs/24/24120/24120_1.jpg
Golo niv.362 Bremañ (Kerzu 2011). Skeudenn gant Christian C. (Kincaid).

Niverenn miz Kerzu 2011 Bremañ zo bet lakaet er gouloù !

Sportoù dibaot zo bet lakaet war wel e-barzh 'Teuliad ar miz'.

Unan zo brudet er bed a-bezh (baseball), un eil zo dianav d'ar brasañniver (kin-ball), un trede zo nevez-flamm (geocaching)... Evit gouzout hiroc'h diwar o fenn, lennit niv. 362 Bremañ !

Sed amañ peurrest taolenn niv. nevez Bremañ :

P.3 Taolenn ha Pennadig-stur

P.4-5 Etrebroadel : lodenn gentañ un heuliad pennadoù-skrid diwar-benn poblachourien e Reter Europa.

P.6-7 Etrebroadel : kreizennoù a gaver en Israel evit deskiñ hebraeg d'an daoulamm.

P.8-9 Kevredigezh : enoret e oa bet Anjela Duval er C'houerc'had, d'ar Sul 6 a viz Du 2011.

P.14-15 Sevenadur : pennad-kaoz gant Geoffrey Oryema, soner genidik eus Ouganda.

P.16-17 Sevenadur : Fred ha Jean-Charles Guichen o deus lakaet er gouloù o fladenn nevez.

P.18 Embann : Pink Floyd, Noel Gallagher ha pladennoù all... Danvez profoù marteze ?

P.19 Embann : Levrioù gant Daniel Giraudon, Herve Jaouen ha re all bet kaset da Vremañ.

P.20-21 Lennomp ! : div bajennad prientet gant skipailh Skol an Emsav evit an deskidi.

P.22 Lizher bet kaset da Vremañ gant ul lenner diwar-benn ar Stadoù balt.

P.23 Peadra da goumanantiñ da Vremañ ha resev ur rochedig gant Stered.

P.24 Sevenadur : ur c'hoari evit ar familh a-bezh... e brezhoneg, gant C'hoari gerioù.

Evit gouzout hiroc'h ha koumanantiñ : (voir le site)

Priz ur skouerenn : 4,5 €

Koumanant-bloaz : adalek 50 €

Koumanant-bloaz en estrenvro : 60 €


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 9 ?