Pladenn gentañ strollad l'Harmopée deuet er-maez ar sizhun-mañ

Musique publié le 28/11/11 11:45 dans langues bretonnes par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/24/24026/24026_1.jpg

Dregantad ... «N'omp nemet sifroù e stadegoù ar gouarnamant», sonerezh elektro labouret mat gant an DJ. Goude bloavezhioù abadennoù un tammig e pep lec'h tro-dro Konk-Kerne, Brest, Naoned, Lille ... skoazellet gant Ti An Holl Tregon, ar vandennad 11 mignon, dek paotr hag ur plac'h a zo deuet a-benn da embann ur bladenn kinniget brav.

Evito e vez gwelet re alies rapourien a-vremañ o werzhañ o ene evit merkoù dilhad pe evit abadennoù TV. Ganto eo ur rap tost ouzh hini Casey, traoù a-bouez o deus da lavarout. Exit Breizh ma bro, amañ ez eus tud yaouank gant diaesterioù labour, sokial, tapet e rouedad ur gevredigezh n'emañ ket mui o selaou anezho ...

E gwerzh adalek bremañ, e Konk-Kerne (kreizenn sevenadurel Leclerc, Martin's), Kemperle (Penn da benn), pe war Internet : LaDistroy.fr, Tekenligne.fr

Tammoù sonerezh : (voir le site) [fulltext]=harmopee

Lec'hienn internet : (voir le site)

Filmig-kinnig : (voir le site)

Pajenn Facebook : facebook.fr/harmopee


Vos commentaires :
Frankizour
Jeudi 26 décembre 2024
Ha ! Ar rap bremañ ! Kanet deomp gant «tud yaouank gant diaesterioù labour, sokial, tapet e rouedad ur gevredigezh n'emañ ket mui o selaou anezho». Petra ne vefe ket graet evit beza diouzh ar c'hiz ! Ba ! Bremañ g'ar RSA, an Alokasionoù Lojamant e tlefe paseal mat 'walc'h ar jeu, rit ket biloù. N'o deus ket 'met ober pevar pe bemp bugel war ar marc'had ha n'o do ket mui e'mm da labourat memes, kudenn ebet, gant ur 1500 euro 'peupre o treiñ en ibil, lojet en ur HLM ha tout. N'eo ket fall. Met na mechant eo ar gevredigezh, neketa ! Ur spont.

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 9 ?