Staj brezhoneg e-kichen Naoned

Communiqué de presse publié le 23/11/11 10:26 dans Langues de Bretagne par Ronan Herve pour Ronan Herve
https://abp.bzh/thumbs/23/23952/23952_1.jpg

Bep bloaz e vez kinniget stajoù brezhoneg e bro Naoned gant ar gevredigezh Kentelioù an Noz. Staj kentañ ar bloavezh a vo d'an 10 a viz Kerzu. Ar c'hentelioù a vo graet dre live (1, 2, 3 ha 4) ha digor d'an deraouidi.

Gallout a rit lakaat hoc'h anv evit an devezh a-bezh (16€) pe an hanter-devezh (8€).

Roll an devezh

* 9e30 : degemer gant ur banne kafe

* 10e – kreisteiz : kentel gentañ

Pred asambles gant ur banne kafe. Degasit ho poued.

* 1e30 – 3e : eil kentel

* 3e30 – 5e : trede kentel betek 5e

Deuit 'ta da dremen an devezh e brezhoneg, evit gwellaat ho live, evit kejañ gant tud a gomz brezhoneg pe evit ar blijadur da glevout ar yezh!

Kit e darempred gant Kentelioù an Noz dre bostel, dre bellgomz pe oc'h implijout pajenn darempred war o lec'hienn (www.breton-nantes.org).

Pe leuniit ar fichenn enskrivadur amañ dindan ha kasit anezhi d'ar gevrdigezh.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 5 ?