il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /2389.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Niverenn diwezhan An Dasson (n°59), kelaouenn divyezheg (brezhoneg-galleg) nevez embannet get Kerlenn sevenadurel Sten Kidna an Alre, a gas al lennerion da veajiñ en amzer paseet hag e broioù pell ivez. Beaj en amzer paseet (etre an dispac’h ha 1950, ar-dro) get ur pennad divyezheg skrivet get Daniel Carré a ziout ar filajoù. Bourrapl bras veze en em dolpiñ da nozh get ar Vretoned, evit komz, dañsal, kontañ istorioù, pe e labourat ivez (brikoliñ, ober panerioù...). Ya, met fall gwellet oa get an iliz hag ar veleion... Buhez pemdeziek e porzh en Alre, Sant Sten, e penn kentañ an XXe kantved zo kontet get Anna Quigna-Marie (e galleg hepken). D’ar c’houlz-se, bagoù ar Guerveur a zeue betek en Alre (e lec’h Kiberen bremañ) da gas ha da glask danvez, loened, beajourion. Ha beaujourion brudet evel Sarah Bernhardt ! Kouviet vo ar gwener 21 a viz Gouel Mikael (Here) ur strollad c’hoariva e brezhoneg da ginnig ur western, Malachap Story ! Un digarez eo evit monet da welled stad ar yezh komzet get an Huroned e Bro Kebek. Ur veaj all zo get Jen-Claude Le Ruyet : troet vez getan an “Tao te king” skrivet get Lao Tseu, e brezhoneg. Razh ar pennadoù-skrid-se zo en niverenn diwezhan An Dasson, n°59, a c’hell bout prenet e stalioù levrioù-zo hag ivez e Kerlenn Sten Kidna, 6 straed Joseph Rollo, 56400 an Alre. 5 €. Pellgomz : 02.97.29.16.58.


Vos commentaires :
Vendredi 3 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.