Diskouezadeg “Harzoù Arvarus” e Plourin-Montroulez

Dépêche publié le 11/11/11 5:48 dans Cultures par Maryvonne Cadiou pour Maryvonne Cadiou
https://abp.bzh/thumbs/23/23824/23824_1.jpg
Joanna MacKenzie-Farmer hag Armel Le Sec’h.


Diskouez a ra Joanna MacKenzie-Farmer hag Armel Ar Sec'h o livadurioù e Plourin-Montroulez, e Ti Kêr hag er Mediaoueg

Izil Poellgor an Tarv, ar Poellgor Divyezhek Arzou Breizh (Académie Bilingue des Arts de Bretagne) emañ Armel, krouerezh ha prezidantez gentañ anezhañ, ha Joanna, hini a orin Bro-Skos, he fresidantez a-vremañ.

Un tammig teñval eo harzoù livadurioù Armel, evit diskouez gwelloc'h ar sklerijenn » eme-hi, « ec'honderioù arvarus int ». E-barzh taolennoù Joanna, gwenn-kann eo ar gouloù, toueziet gant barzhoniezh ivez.

E Mediaoueg Plourin e oa bet digoradur an diskouezadeg d'ar 5 a viz Du, digoret gant Itron Marylise Lebranchu, kannadez Penn-ar-Bed, Jacques Brigant, maer Plourin ha Roland Greuzat, advaer Sevenadur Plourin.

Mont e-barzh digoust

Ti Kêr ha Mediaoueg :

Meurzh, Yaou : 13 e 30 - 18 e

Gwener : 10 e - 12 e ha 13 e 30 -18 e

Sadorn : 13 e 30 - 18 e

Nemet devezhioù labouret

Betek an 31 a viz Kerzu


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 0 ?