Kenstrivadeg haiku : lakait an holl da gemer perzh, skolidi, liseidi, studierien ar c'hentelioù no

Agenda publié le 7/11/11 15:59 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/23/23782/23782_1.jpg

«Bout war ma zouar, nemet bout» a lâre Youenn Gwernig. Peseurt laboused omp-ni, Bretoned, prest da daout hor sac'h, breudeur gozh ? Pe kentoc'h prest da asantiñ da forzh peseurt labour keit ma vo er vro-mañ ?

Tem festival Taol Kurun 2012 a vo «bevañ er vro», ha neuze evit ar genstrivadeg haiku ez eo bet dibabet tem al laboused gant ar juri : ur fulup a chom tost d'an ti, ar vuoc'hig ruz a ya pell, al labous glas ne vez ket gwelet pelloc'h eget un eilenn war bord ar stêr ... Neuze, d'ho pluennoù, tudoù !

Er bloaz paseet, 92 barzhoneg skrivet gant liseidi ha skolidi ha 35 barzhoneg gant tud deuet a oa bet kaset e brezhoneg. Ret e vo ober gwelloc'h er bloaz-mañ. Prest eo Mai-Ewen da vont d'ar c'hlasoù (kelennerien ha skolaerien, kentañ hag eil derez), d'ar c'hentelioù noz zoken, evit displegañ reolennoù simpl an haiku.

Ur wech skrivet, kasit anezho (tri dre zen ha dre yezh : galloeg, brezhoneg, galleg) da «taolkurun@laposte.net».

M'ho peus c'hoant da c'houzout hiroc'h : (voir le site)

Da gas a-raok ar 01/01/2012


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 3 ?