Diwan : ur spered rouedad ha kenskoazell etre ar skolioù hag an eil derez

Rapport publié le 5/11/11 23:49 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/23/23755/23755_1.jpg

Deuet eus Sant-Ervlan, Sant-Nazer, An Alre, Gwitalmeze, Banaleg ... evit kendivizout ha prederiañ, kroget o deus gant prezegenn Serge Guego, a zisplegas mont en-dro Diwan, gant ar genrouedad, Kelenn, ar burev, mont en-dro ar C'huzul merañ. Da c'houde e oa da François Gael Rios da ginnig istorioù bet c'hoarvezet e skolioù zo : kudennoù etre ur skolaer hag ar gerent, ur bugel hag ar vugale all, c'hoant gant ar gerent da baeañ e-lec'h labourat a youl-vat d'ar Sadorn...

Un degouezh dispar evit resisaat en-dro petra eo Diwan, peseurt skeudenn o deus an dud. Penaos komz diwar-benn ar souibidigezh d'ur c'hazetenner galleger hag unyezhek alies ? Petra lavarout d'ar gerent nevez ? Penaos lakaat anezho da reiñ un taol sikour hep ober aon dezho ? Penaos rebech d'ur familh chom hep en em lakaat b'ar jeu, pa vez ar bugel, deuet da 20 vloaz da grouiñ ur skol Diwan, pe o stourm ingal evit ar brezhoneg ?

Goude merenn, bodadoù labour : internet, penaos kelaouiñ mat ar gerent (kazetenn, newsletter ? ), prientiñ kelaouiñ ar Redadeg ha manifestadeg an 31 a viz Meurzh, bodad kuzulioù skoazell, bodad brezhoneg.

Frouezhus eo bet al labour etre an dud. Tud deuet evit ar wech kentañ, tud a zoug Diwan abaoe tregont vloaz oa aze ivez. Nerzh Diwan a bad, a red, hag a zalc'h mat. Gant ma pado !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 4 ?