Nevez embannet : “Beaj Owen” gant Armel Le Sec'h, kinniget e Gouel al levrioù e Karaes

Dépêche publié le 2/11/11 20:30 dans Histoire de Bretagne par Maryvonne Cadiou pour Maryvonne Cadiou
https://abp.bzh/thumbs/23/23724/23724_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/23/23724/23724_2.jpg
Armel Le Sec'h e Gouel Levrioù Karaez er "Studio" ABP-TV.
https://abp.bzh/thumbs/23/23724/23724_3.jpg
Al lec’hioù m’eo tremenet Owen dre enno e Breizh-Vihan. Kartenn gant Erwan Le Sec’h. Pajenn 9.
https://abp.bzh/thumbs/23/23724/23724_4.jpg
Skeudenn gant Erwan Le Sec'h. Pajenn 59.
fw3yov5v.flv


Romant kentañ Armel Le Sec'h eo, « evit ar re yaouank hag ar re chomet yaouank », eme-hi.

« Owen eo va anv. Ranket am eus tec'hout kuit diouzh va bro, Breizh-Veur, dirak ar Saozon, da vont da chom e Breizh-Vihan. »

« Ur bugel e oan c'hoazh pa oan aet kuit war vor, asambles gant Gwennin he blev ruz, ur gaer a blac'h. Diouganet e oa bet deomp gant ar sorserezh e chomfemp bev daoust d'ar gwall-amzer, d'al laeron-vor ha d'ar Franked. »

« Skiant e leizh am eus tapet en ur vont, a-drugarez da Weltas, abad Lokentaz, en deus heñchet ac'hanomp. »

« E dibenn ar veaj ne oan ket ur bugel ken... »


Skeudennoù blizidik-tre a zo gant Erwan Le Sec'h, mab an oberour.


Ul livourez brezhon a vicher eo Armel Le Sec'h. Krouet he neus ar gevredigezh Poellgor an Tarv, an divyezhek Poellgor Arzoù Breizh.

« An divyezhegezh, en Arz, evel er sonerezh, a zo un Awen, rak du-se eman stivell hor personelezh. Digor-frank war ar bed eman ivez, en abeg d'al lans spered a ro tro da zeskin kalz a yezh all... »

Roiñ a ra ivez Armel kaozeadennoù e brezhonneg pe e galleg diwar Arz Breizh hag hon identelezh (voir notre article) e brezhoneg, pe (voir notre article) e galleg.


(voir le site) ha (voir le site)


Embannet gant Skol Vreizh e Montroulez.

ISBN : 978-2-915623-85-7

EAN : 9782915623857

18,5 x 12

80 pajenn

(voir le site) diwar Skol Vreizh.

Da welout ivez (voir notre article) e galleg.


Maryvonne Cadiou ha Skol Vreizh.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 6 ?