Remy Guillou : penaos tennañ gounid eus al labour graet en Euskadi ?

Conference debat publié le 1/11/11 19:03 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
390msl8d.mp4

Sklaer evitañ : kaset e oa bet ur pezh mell labour gant an Euskariz. Ar pep pouezusañ eo kalite ar yezh, lakaat war-wel ha sikour un nebeud lec'hioù e lec'h n'eus ket a ziglosiezh («diglossie», ur meskaj brezhoneg, galleg), met tud a gomz gant ul live uhel. Memes tra evit ar gelennerien : kaout tud gant ul live mat a zo pouezus-kenañ.

Diaes eo kavout kelennerien hiziv an deiz e brezhoneg. 20 post a zo bet kinniget ha n'eus bet kavet den ebet evit o fourveziñ. Penaos ober ? ...

Ha penaos displegañ an niver a skolajidi a chom a-sav gant ar brezhoneg ? Ger ebet diwar-benn ar soubidigezh, koulskoude e oa bet lavaret gant ar c'hlasker euskarat deuet da Garaez e veze dilaosket tamm-ha-tamm an hentenn divyezhek gant ar familhoù evit an hentenn dre soubidigezh, an hini oa bet kemeret evel skouer evit as skolioù Diwan kentañ...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 7 ?