Priz ar Yaouankiz : pa vez awenet ar skrivagnerien gant fedoù gwir ...

Rapport publié le 29/10/11 22:21 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
2ac89ja0.mp4

Korn ar vugale, d'an eur-se n'eus ket kalz a dud, met tud a galite bodet asambles, skrivagnerien, lennerien ar juri, tud kurius da c'houzout hiroc'h diwar-benn ar c'honkour lennegel-se a bad abaoe nav vloaz bremañ.

Un nebeut sifroù evit kregiñ : 750 den o kemer perzh, 250 skoliad ar c'hentañ derez gant 12 skol, ha 500 skolajiad ha lisead pemp skolaj hag ul lise.

Tro dro d'an daol, daou skrivagner yaouank, e pevare klas, skrivet ganto daou levrig Priz ar Vugale : Maina Carval («ur sorserez eo Mamm-gozh») ha Carl Diekmann (Den Bleiz). Tri skrivagner ar rummad 6vet/4re a zo aze ivez : Anthony Renaudin evit «Iskisat breur bihan», Erwan Billant evit «Dorn Dir» ha Paskal Hervio evit «Tamasheg». Evit ar re vrasañ (Trede/Termen) e oa an div skrivagnerez Katell Chantreau ha Patricia Legrand-Peoc'h («Balafenn Houarn»). Frank Bodenes oa deuet evit kinnig «Tramor,son ha ton», ha Mai-Ewen an dastumad danevelloù «Kroaz Hent».


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 2 ?