Nevez embannet : An Dasson 74 : Panelloù hent divyezhek ha toponomiezh

Sommaire publié le 28/10/11 13:09 dans Langues de Bretagne par Christian Le Meut pour Christian Le Meut
https://abp.bzh/thumbs/23/23681/23681_1.jpg

Daet eo er-maez niverenn 74 An Dasson, ar gelaouenn divyezhek (brezhoneg-galleg) embannet get ar Gerlenn Sten Kidna.

An niverenn-mañ 'zo gouestlet d'ar «Panelloù hent divyezhek ha toponimiezh».

Yannig Madeg, un den hag a labour evit Ofis ar brezhoneg war an dachenn-se, a zo bet aterset get skipailh An Dasson.

Perak lakaat panelloù divyezhek ?

Penaos e vez klasket an anvioù get an ofis ?

Penaos e vez labouret get an dud ?

Get an dilennidi ?

Penaos skriviñ anv pe anv ?

Yannig Madeg a reskont é tispleg e labour. Un diviz a zo a ziàr benn skouerioù er Morbihan (An Drinded, Peurderion, an Aod ruz en Alre, Troñs ar Vrozh e Belz...). Un atersadenn 30 pajenn evit mont pelloc'h ha donoc'h war an tem-se. Hag evit achu peder fajennad get troiennoù e yezh an dud, a zo anv enne ag ar saout, dastumet get Patrig Drean.

An Dasson niverenn 74 a vez gwerzhet 5 € e Coop Breizh (An Oriant) ; Lenn ha dilenn (Gwened) ; Breizh ma bro (An Alre) ; ar stal levrioù a-dal d'an ti-gar (An Alré) ; pe get ar Gerlenn Sten Kidna, 6 straed Joseph Rollo, 56400 An Alre (02 97 29 16 58) ; 7 € dre lizher.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 2 ?