Kurunennoù ar rouanez, ur pezh-c'hoari nevez evit ar vugale

Agenda publié le 28/10/11 1:15 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
e1hjrha6.mp4

Goude bezañ bet c'hoariet «Danjerus, tamm ebet ! » c'hwec'h gwech, hag an «opera cochonnier» c'hwec'h gwech ivez e 2010/2011, setu strollad Fubudenn (komprenit «fubu» e brezhoneg bro Gwidel) ; setu ar strollad merc'hed o kinnig ur pezh-c'hoari evit ar vugale skrivet gant ur strollad eus Brussel, «Theatre du Copeau» e anv.

Ur gontadenn a vez kavet ivez e Konk-Kerne (kontet gant Jos Goapper) eo diazez an istor. Ur vamm, Maminko, ur mab disampart ha sot un tamm, ur rouanez didruez, ha setu an arvesterien o selaou sonerezh Polonia ha Roumania war un dro. «Djindobre» a vez lavaret ingal, o veskañ pozioù brezhoneg gant yezhoù Europa ar Reter.

C'hoariet e vo evit ar wech kentañ d'ar Sadorn 29 a viz Here, da 3 eur e korn ar vugale e-pad Gouel al levrioù e Karaez, a-raok kinnig an abadenn da skolidi skolioù divyezhek bro Kemperle e miz Genver e-pad festival Taol Kurun.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 3 ?