Abadenn Louis Bertholom

Agenda publié le 27/10/11 22:50 dans Langues de Bretagne par Gilbert Cabon pour Diwan Kommanna Kuzul Skoazell
t:1
https://abp.bzh/thumbs/23/23669/23669_1.jpg
Louis Bertholom

Kuzul skoazell Diwan Bro Landivizio (KSDBL) a ginnig deoc'h un abadenn barzhonegoù d'ar Gwener 4 a viz Du da 8 eur hanter noz e sal François de Tournemine, a-us ar c'hoc'hu, e Landivizio.

Loeiz Bertholom a zeuio da zisplegañ e varzhonegoù awenet gant Glenmor, Youenn Gwernig, Jack Kerouac. An hantereurvezh ziwezhañ a vo gouestlet da enoriñ Zavier Grall, mab Landivizio, marvet tregont vloaz 'zo. E zestenn « Solo » a vo lakaet war wel.

C'hoariñ a raio Loeiz gant e vuzisianed :

Youenn Manchec: fleüt a-dreuz, klarinetenn voud ;

Yvonnick Penven: gitar elektro-klev ;

Alain Trévarin: akordeoñs kromatek.

Dieub e vo ar priz evit mont e-barzh. An arc'hant rastellet a servijo da grouiñ ur skol Diwan e Bro Landivizio.

Un dek levr bennak a zo bet skrivet gant Loeiz Bertholom, ha div bladenn enrollet. Posubl e vo prenañ anezho e dibenn an abadenn

Kermer ra perzh an nozvezh-se er festival Tan Miz Du, aozet gant KLT (kenkevredigezh kevredigezhioù breizht bro Vontroulez).


Vos commentaires :
Mercredi 8 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 0 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.