Pa ra glav: ul levrig nevez-flamm evit ar vugale e Gouel al Levrioù

Présentation de livre publié le 27/10/11 8:55 dans Salon de Carhaix par Anne-Sophie Leborgne pour An Alarc'h
t:1
https://abp.bzh/thumbs/23/23658/23658_1.jpg

Setu ul levrig nevez-flamm evit ar vugale o reiñ meuleudi d'ar glav. Kavet e vo war stand Kuzul ar Brezhoneg e-skeud Gouel al Levrioù an dibenn-sizhun-mañ e Karaez.

Na pegen brav 'vez an disglaverioù a bep seurt liv er straedoù, na pegen plijus gwelet ar gwez o c'hlasaat ha sellet dre ar prenestr ar glav pil oc'h ober hep ankounac'haat mont da c'hoari er poulloù-dour !

Al levr-mañ skrivet ha skeudennaouet gant Leire Salaberria en deus bet priz kentañ priz V Premio Etxepare 2011 ar gwellañ levr savet en euskareg evit ar vugale.

Troet eo bet e brezhoneg gant R. Kervella hag embannet gant An Alarc'h embannadurioù.

36 p. ; 24,5 x 21,5cm ; golo kartoñs ; 10 € ; ISBN : 978-2-91-6835-30-3


Vos commentaires :
Vendredi 10 mai 2024
Souezhusat tra !

Pa deuler ur sell war ar strobad-pennadoù skrivet e brezhoneg e weler a-walc'h ne vefe dedennet Yann vrezhoneger nemet gant ar bidennoù hervezoc'h.

Da petra skrivañ pennadoù-skrid hag a denn nemet d'ar sevenadur hollek ha kultur ar furlukined pa ve darn vrasañ ar Vrezhonegerien tud hag o deus poaniet evit deskiñ yezh, ha neuze, tud furoc'h ha desketoc'h eget ar re all ?

Klask a reomp pinvidikañ hor yezh ha lakaat anezhi da vont war wellaat e-ser deskiñ traoù dispar...Ne reomp foeltr kaer -respet deoc'h- eus darvoudoù mat evit bourc'hizien ha skolaerien an tu-kleiz !

Perak na gomz eus mennozhioù an Emsav, eus ar politikerezh, eus an etrekeltiegezh, eus an enklaskoù aozet gant Preder hag Imbourc'h evit a sell ar sturyezhoniezh, eus implij ar brezhoneg en Iliz, eus an drouizelezh e yezh hor broad ? Yezh hor spered eo ar brezhoneg hag e fellfe dimp adkavout spered Breizh en ho pennadoù. Darbet e oa din kouezhañ diwar ma c'hoazez p'em eus merzhet ne gomzit dimp nemet eus stummoù lec'hel sevenadur difeson Pariz ha ne vern pe wisket e vefent e brezhoneg...Ha meur a fazi hag a drefoedach en o zouez, ouzhpenn-se...

Ha kontet hoc'h eus dimp eus pempvet rann Geriadur ar Vezekniezh digant Gi Etienne da skouer ? Boued a zo da gavout ennañ koulskoude (diwar-benn gerioù an heñvelreizh ha traoù all)...

Berr-ha-berr e c'hellor lavarout ez eo borodus ho pennadoù brezhonek amañ hag emichañs e teuio bravoc'h ganeoc'h en amzer da zont (dedennusoc'h c'hoazh pezh a skrivit e gallaoueg d'am meno)...

0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 7 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.