Ma buhez berrloer, ul levr nevez troet e brezhoneg

Présentation de livre publié le 26/10/11 10:11 dans Cultures par Anne-Sophie Leborgne pour Anne-Sophie Leborgne
https://abp.bzh/thumbs/23/23644/23644_1.jpg

Ur wech e oa ur c'hozh berrloer hag a oa aet skuizh gant e vuhez ouzh troad lous e vestr Kermoal. Un deiz, ne gav netra welloc'h d'ober eget lammat dre ar prenestr da vont da redek ar bed. Ha setu krog ur vuhez nevez. Ober anaoudegezh gant loened ha tud, bevañ estreget ouzh treid flaerius, prenañ skiant, stourm ouzh an dañjer, betek kavout ar garantez en ur mekanik-da-gannañ.

Evit plijadur ar vugale hag ar grennarded, setu troidigezh ul levr nevez gant Mariasun Landa kaset da benn gant Mark Kerrain. Adalek 8 vloaz.

An troour a sino al levr e Gouel al Levrioù e Karaez.

10 € (+ 3 € evit ar mizoù-kas) - 13 x 20 cm - 64 fajenn - Skigner : Sav-Heol

ISBN 978-2-9534848-9-2


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 3 ?