Korn ar vugale Saloñs Karaez : pempvet gwech, gant c'hoariva ha sonerezh

Dépêche publié le 24/10/11 22:35 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/23/23629/23629_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/23/23629/23629_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/23/23629/23629_3.jpg
https://abp.bzh/thumbs/23/23629/23629_4.jpg

Setu bodet ar vugale en ul lec'h bihan, staliet brav. Prest eo ar skipailh da zegemer anezho gant un arzourez a vicher, ur vuhezourez vrezhonegerez, hag abadennoù e-pad an daou zevezh. Gallout a reer chom da lenn banno treset ha levrioù e brezhoneg ivez, hep direnkañ den ebet ...


d'ar Sadorn 29 a viz Here

Livañ gant Myam

Korn al lennerien yaouank (levrioù, margodennoù, bannoù treset)

� 3e : c'hoariva evit ar vugale gant strollad Fubudenn Kemperle. «Kurunennoù ar rouanez» ma konter istor Honza, a glas dimeziñ gant Kasenka. Met evit se, ret e vo dezhañ mont da Braha da c'hoari gant ar Rouanez : kurunennoù pe soudard ar roue e-pad ugent vloaz ?

�4e : Priz ar Yaouankiz et Priz ar Vugale : degemer ar skrivagnerien, tabutoù.


d'ar sul 30 a viz Here

Livañ gant Myam. Korn al lennerien yaouank (levrioù, margodennoù, bandennoù treset) gant Krista.

� 3e : abadenn kanaouennoù gant Katell ha Fred, e brezhoneg, kembraeg, galleg ha saozneg.

� 4e : Istorioù 'vit bistrakoù : gant sonerezh ha kanaouennoù, Erwan Hemeury a gonto deoc'h istorio� digredus ! Paotr fin anezhañ, souezhadennoù e-leizh da vare merenn vihan !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 9 ?