staj c'hoariva 3

Agenda publié le 24/10/11 12:23 dans Langues de Bretagne par Kevredad C'Hoariva pour C'Hoariva
t:1
https://abp.bzh/thumbs/23/23616/23616_1.jpg

"Stajoù c'hoariva digor d'an holl"

Digor d'an holl, komedianed amatour hag a-vicher, d'an dud o deus c'hoant dizoleiñ ar c'hoari pe mont pelloc'h ganti.

Evit an eil bloavezh e kinnig ar c'hevread C'hoariva un heuliad tri staj war ar C'hoariva. Labouret e vo war ar c'han hag ar mod da lâr an traoù e brezhoneg en teatr.

Liammet eo an tri staj an eil re gant ar re-all. Gwelloc'h eo kemer perzh e pep hini anezho met gallout a rit ober ur staj hepken pe zaou.

"PROGRAM AN TREDE STAJ"

" AR GOMZ HAG AR C'HAN, Deus ar choari d'ar c'han, deus ar c'han d'ar c'hoari" gant Nolwenn Korbell

D'an 21-22 a viz Genver 2012 – Molan - Kreizenn sevenadurel An Ellipse (Festival Taol Kurun)

Ar c'homedian a-wechoù 'n dez da c'hoari ha da ganañ er memes pezh c'hoari. Penaos tremen d'ur c'hoari komzet, d'ur c'hoari kanet ?

O c'houzout e ranker chom ar memes tudenn, o c'houzout e ranker dec'hel evez an dud a-hed an amzer, o c'houzout e c'hoarvez un dra disheñvel pa ganer.

Penaos mestroniañ hag asumiñ ar mod iskis ha sañset "dinaturel"-se ?

An teknikoù implijet vo tamm pe damm ar memes re 'vit reoù ar staj kentañ, mui poelladennoù war ar c'hoari hag an ijin.

Labouret vo war tammoù pezhioù c'hoari (dibabet en a-raok asambles gant ar stajidi) ha vo lakaet enno kanaouennoù a gloto gant digouez hag istor an taolennoù eveljust.


Vos commentaires :
Jeudi 2 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 4 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.