«Stajoù c'hoariva digor d'an holl»
Digor d'an holl, komedianed amatour hag a-vicher, d'an dud o deus c'hoant dizoleiñ ar c'hoari pe mont pelloc'h ganti.
Evit an eil bloavezh e kinnig ar c'hevread C'hoariva un heuliad tri staj war ar C'hoariva. Labouret e vo war ar c'han hag ar mod da lâr an traoù e brezhoneg en teatr.
Liammet eo an tri staj an eil re gant ar re-all. Gwelloc'h eo kemer perzh e pep hini anezho met gallout a rit ober ur staj hepken pe zaou.
Program an eil staj
An distagadur hag ar pouez-mouezh en teatr
gant Jean-Claude Ar Ruyet ha Bob Simon
D'an 3-4 a viz Kerzu - Sant-Kadou (Sizun) - Jit Straed Ar Skol
Ober anaoudegezh gant ar yezh komzet, he lusk hag he frozodiezh.
Komz a vouezh uhel, evit bezañ komprenet mat, dre reiñ da glevet ur brezhoneg sklaer ha gwirion (na vo ket peget warnañ modell ar galleg) war ul leurenn.
Kinnig a ra Jean-Claude Ar Ruyet peder reolenn da heuliañ evit an distagañ mat e brezhoneg, hag a vo lakaet e pleustr a-hed ar staj, gant poelladennoù, c'hoarioù, testennoù c'hoariva ha kanaouennoù.
■