staj c'hoariva

Agenda publié le 24/10/11 12:12 dans Langues de Bretagne par Kevredad C'Hoariva pour C'Hoariva
t:1
https://abp.bzh/thumbs/23/23614/23614_1.jpg

Stajoù c'hoariva digor d'an holl

Digor d'an holl, komedianed amatour hag a-vicher, d'an dud o deus c'hoant dizoleiñ ar c'hoari pe mont pelloc'h ganti.

Evit an eil bloavezh e kinnig ar c'hevread C'hoariva un heuliad tri staj war ar C'hoariva. Labouret e vo war ar c'han hag ar mod da lâr an traoù e brezhoneg en teatr.

Liammet eo an tri staj an eil re gant ar re-all. Gwelloc'h eo kemer perzh e pep hini anezho met gallout a rit ober ur staj hepken pe zaou.

PROGRAM AR STAJ KENTAÑ

AR C'HAN, Ar c'homedian o kanañ gant Nolwenn Korbell

D'an 12-13 a viz Du - Douarnenez - Ty ar Yaouankiz hag ar Sevenadur

Petra eo kanañ ur ganaouenn war ul leurenn ?

N'eus ket nemet ar vouezh, ar gourlañchenn, ar beg, ar muzelloù, ar penn o labourat, met tout ar c'horf hag ar spered.

Lakaet vo ar pouez war ar mod da "interpretiñ" ur ganaouenn. Labourat warni 'giz ma vefe ur "monologue" kanet 'benn ar fin.

Evit hen ober e vo ret labourat teknikoù ar c'han, gant poelladennoù war an anal, ar son, ar vouezh, an distignañ (relaxation).

Poelledennoù 'vo ivez evit dizoleiñ sonioù disheñvel ar vouezh, evit kanañ just, kanañ a-stroll, improvisañ.

Goulennet vo gant ar stajidi dont gant 2 ganaouenn (ma zo muioc'h, gwel a-se) anavezet dre eñvor ganto.


Vos commentaires :
Jeudi 2 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.