Ul levr c'hoariva nevez-flamm e Gouel al Levrioù Karaez : Makbez hag Ar Geben Doñvaet

Présentation de livre publié le 20/10/11 12:05 dans Salon de Carhaix par Cecilia Pierson pour Cecilia Pierson

Ul levr nevez-flamm a vo kavet war stand Kuzul ar Brezhoneg e skeud Gouel al Levrioù d'ar Sadorn 29 ha d'ar Sul 30 a viz Here 2011 e Karaez.

El levr-mañ e kaver daou bezh-c'hoari skrivet gant ar skrivagner meur William Shakespeare : tragedienn Makbez troet e brezhoneg gant Roparz Hemon, hag ar c'homedienn Ar Geben Doñvaet (The Taming of the shrew, La Mégère apprivoisée), troet gant Yann-Loeiz Emili.

Embannet gant Embannadurioù Al Lanv. 282 p. ; 11 x 18 cm ; 12 €

ISBN: 978-2-916745-12-1.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 3 ?