Emañ raktres Skol Diwan e Pleskob o vont war-raok

Communiqué de presse publié le 12/10/11 13:43 dans Langues de Bretagne par Dominique Jacq pour Dominique Jacq

Laouen eo ar gevredigezh Diwan ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl evit kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 34 bloaz :

D'ar Merc'her 19 a viz Here 2011

Adalek 6 eur 30 noz

« La Loge » (war hent Ploveren, e-kichen an ti-post)

56890-PLESKOB

Digoust ha digor d'an holl


Petra eo ar skolioù Diwan ?

Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ?

Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan.

Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !

Éliane Kerjoant, renerez pedagogel ar c'hentañ derez e Diwan, a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù.

Aozet eo an emvod-mañ e liamm gant raktres digoradur ur skol Diwan e Pleskop evit klokaat kinnig Diwan er Mor-bihan. 7 skol hag ur skolaj (e Gwened) a vez staliet en departamant betek-hen.


Titouroù a-zivout an emvod :

Sonia Zaoumi

06 24 90 36 03 pe 02 98 21 33 69

sonia.zaoumi@diwanbreizh.org


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 2 ?