Pourmenadenn etre Kelenneg-Ar-Mewan ha Ruvelieg

Insolites publié le 7/10/11 23:24 dans Cultures par Yann-Lukaz Badeaud pour Yann-Lukaz Badeaud
https://abp.bzh/thumbs/23/23408/23408_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/23/23408/23408_2.jpg

E Su ar winieg, etre Kelenneg-ar-Mewan ha Ruvelieg e oamp disadorn d'ar 1 a viz Here. Dreist e oa an amzer e Kelenneg-ar-Mewan d'ar mintin-se. Evit kregiñ o doa tro da welet ar 15 den bennak iliz Intron Varia savet etre 1898 ha 1900 ha chomet bamet dirak stumm ront dreistordinal diabarzh an iliz ha gwerennoù-livet liesliv a gaver enni.

Heuliet e oa bet da-c'houde “hent al louzawer bihan”, etre Ruvelieg ha Kelenneg-Ar-Mewan ha desket ganimp anvioù brezhonek plantennoù a gaver en un doare naturel war vord stêr ar Mewan evel ar skouarn-azen (consoude) hag ar brulu (digitales) da skouer. Kontet e oa bet deomp ivez istor Marzioù Breizh ha dreist-holl hini Marzioù Ar Su.

Soñj ho peus eus diskouezadeg Kastellbriant diwar-benn Marzioù Breizh daou vloaz zo martese ? Abaoe an diskouezadeg-se ez eus bet divizet gant un nebeut kêrioù sevel hent istorel ar Marzioù Breizh etre Sant Maloù ha Bourc'h-Nevez. Er pempzekvet kantved e oa Kelenneg-ar-Mewan ur gumun Marzioù Breizh tu-kreñv da Vreizh ha Ruvelieg ur gumun Marzioù tu-kreñv da Boatev. Ul levr zo bet embannet diwar-benn an tem-se ar bloaz-mañ (ti-embann Ouest-France) gant un istorour breizhad Reun Cintré e anv. E Kreiz-kêr Ruvelieg emañ ar Chapel Garreau savet gant Jean-Pierre Garreau. N'eo ket ur c'hapel hepken ar savadur dreistordinal-se met ur chapel-bez barok kentoc'h gant bezioù Yann-Bêr Garreau hag hini e wreg Itron Garreau. En arvar emañ ar savadur-mañ siwazh ha klask a ra ur gevredigezh lec'hel saveteiñ anezhi. Daoust-hag-eñ e teuio an arc'hant gant ur profer ?


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 6 ?