Eden Bouyabès e Roazhon d'ar 15 a viz Du

Communiqué de presse publié le 3/10/11 12:38 dans Langues de Bretagne par Thomas Cloarec pour Thomas Cloarec
https://abp.bzh/thumbs/23/23358/23358_1.jpg

Ul lec'h gant harzoù ha n'int ket sklaer an hini eo. Ur c'hornad restachoù etre ur gevredigezh karget a hendadoù lastrez hag ur bed lintret gant an dienn enep roufennoù, kollet e vemor gantañ. Eno eo e vez berniet an dremenidi a c'hortoz an treizher, un treizh nevez, pe n'eus forzh petra gant ma vo nevez. A verniadoù, a garradoù, a garigelladoù, a c'harlantezennadoù, gant trenioù pe bigi e tremenont… peogwir int tremenidi. Tud en o zouez ne glaskont ket mui, divizet ganto chom a-sav, chom aze, grwiziennañ a reont e-lec'h m'emaint, etre daou, betek an dremenvan. N'int ket « deus du-hont », na deus lec'h all, eus lec'h m'int bet kaset gant o zreid emaint. Chom a reont o sevel o istor hag o mojennoù dezho. Annezidi « Eden Bouyabes » a ijin o buhez, gant o daouarn lous hag o yezhoù mouesk, degemer a reont n'eus forzh pe hini en o Breizh houarnaj dezho ha n'he deus anaoudegezh ofisiel ebet, nag he yezh ivez. Ne reont ket foutr kaer. Dindan o zreid e touaront ar re varv, n'eus forzh deus pelec'h e oant deuet. Pardoniñ a reont d'an holl bec'herien, aozañ a reont planedennoù meur d'ar buhezioù dister, ha diwar huñvreoù ratous e reont mojennoù evit an nevez-hañv, an hañv, an diskar-amzer pe ar goañv.


Titouroù : Gouel Yaouank 2011

Plgz : 02 99 30 06 87

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 9 ?