Kroaz Hent : dastumad pemp danevell gant pevar skrivagner

Présentation de livre publié le 2/10/11 10:07 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/23/23333/23333_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/23/23333/23333_2.pdf

Evel «un, div, teir...» e 2010 ez eus bet dastumet danevelloù tro-dro d'un tem. Savet oa bet d'ar mare-se pevar istor merc'hed etre 15 ha 75 vloaz gant Riwanon Kervella, Milena Krebs, Mai-Ewen ha Gwenvred Latimier-Kervella.

Ar wech-mañ eo Tinna Kraffys, Mai-Ewen, Moran Dipode, ha Milena Krebs o deus ijinet istorioù tro-dro da zazont ar re yaouank, titlet eo «Kroaz Hent». Gant pe hent mont pa vez echu gant ar vachelouriezh ? Studioù ? Un hent all ? Un hent dall ?

«Skrijus an istorioù», o doa lavaret izili ar juri : marv ur vamm, soñjoù du ur paotr yaouank o labourat en un embregerezh saverien moc'h, ur c'houblad yaouank kollet hag a chom da sevel goulennoù diehan, ...

Met istorioù du a blij d'ar grennarded, hag evito eo un doare d'en em soñjal diwar-benn o dazont dezho. Peseurt hent kemer ? Alies e vez dibabet dazont un den etre 17 ha 25 vloaz, ha da nebeutañ ez eus aze planedennoù disheñvel : e «Valparaiso» e kav he hent ar plac'h o vont tramor, e «Hent dall» e vez paouezet gant studioù mezeg evit kregiñ gant studioù koñvers, e «Roue an teilh» eo berr an hent a gas d'ar marv...

Da zont er maez a-benn nebeut.

5 euro, Keit Vimp Bev


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 4 ?