Priz ar vugale : pevar levrig evit kregiñ da lenn istorioù a-vremañ

Présentation de livre publié le 26/09/11 19:10 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/23/23293/23293_1.png
https://abp.bzh/thumbs/23/23293/23293_2.png
https://abp.bzh/thumbs/23/23293/23293_3.png
https://abp.bzh/thumbs/23/23293/23293_4.png

Setu ar pempvet Priz ar Vugale o tostaat, pevar levr nevez-flamm, skrivet gant tud yaouank (Carl, Maina, Faouenn) ha gant Armel ar Sec'h. Daou istor leun a faltazi (un aerc'houant bihan o kavout hir e amzer hag ur vamm gozh sorserez gant ur c'hazh hag ur vran a gomz ...) ha daou all levezonet gant darvoudoù gwirion (lez-tad diaes da zegemer er gêr, hag ur paotrig anvet Bruno sot gant ar c'hoarioù video) eo danvez Priz ar Vugale 2012.

Aozet eo bet ar Priz gant féa, ur gevredigezh ganet 18 vloaz 'zo, hag ijinet ganti Priz ar Yaouankiz e 2004. Kalonekaat ar skrivagnerien, bodañ ar juri lennerien, difaziañ ar skridoù, kenlabourat gant an embannadurioù a vez graet ingal ganti. Krouet o deus pevar bloaz 'zo e Karaez, '«korn ar vugale» gant arzourien, strolladoù c'hoariva (Los Furlukinos, Jouin/Siberil, Anne Lejeune, Hippolenn, ...), ha degemer ar vugale (tresañ, livañ, bandennoù treset, lenn).

Penaos ober evit ar skolaerien o deus c'hoant da gemer perzh ? Kas al lizher-stag e PDF, enskrivañ ar vugale, gortoz e teufent e boest lizhiri ar skol pe mont da Garaez e gouel al levrioù evit kaout anezho.

Goude, lenn anezho en un trimiziad, tabutal, eskemm, lakaat anezho da vezañ lennet a vouezh uhel, da vezañ lennet er gêr. Pediñ ar skrivagner(ez) er skol, degemer ar Priz e miz Even ... Sevel ur c'haier «lennegezh» evel Valerie e skol Diwan ar Faou, evit lakaat anezho da zielfennañ an istor, d'ober un diverradenn, da dresañ ur pennad ...

Ha dreist-holl : kavout plijadur da lenn un istor, daou, tri ha pevar !

Evit gouzout hiroc'h : (voir le site)

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 0 ?