UDB hag ar bannelerezh divyezhek war vord an RN 164 : Trawalc’h gant dismegañs ar Stad-C’hall

Communiqué de presse publié le 25/09/11 18:45 dans Politique par Herve Ar Gall pour Kevrenn UDB Kreiz Breizh
t:0

UDB Kreiz Breizh a sav a-du krenn gant stourmerien ar strollad Aï ta! a c'houlenn ma vo divyezhek ar banellerezh war vord an “RN 164”.

Dibaoe ar bloavezhioù 1970, pa oa bet groget gant al labourioù kentañ d'ober un hent-tizh gant an “RN 164”, tost 50 vloaz zo, eta !, zo bet amzer gant ar gouarnamantoù zo bet e Pariz da gemer intrudu da lakaat panelloù divyezhek war vord an hent-se.

Ober fae war ar brezhoneg a ra gouarnamant Nicolas Sarkozy, e-giz ar gouarnamantoù all a oa bet a-raokañ; rak, e-keit-se, zo bet lakaet brezhoneg, tamm-ha-tamm, war panelloù an hentoù lec'hel e Breizh. E Kreiz Breizh zo panelloù en div yezh war an holl hentoù departamant a zegas d'an “RN 164”, met pas war an hent-se a zo dindan dalc'h ar Stad, ur vezh ruz eo.

Goulenn a ra, ivez, UDB, digant an dilennidi a zo bodet e “Komite difenn an RN 164” goulenn start digant gouarnamant Pariz ma vo lakaat ur banellerezh en div yezh bord an hent-tizh an abretañ ar gwellañ ; ha dreist-holl kregiñ d'en ober pa vo digoret d'an otoioù, a-raok pell, tammoù nevez anezhañ.

Hervez an UNESCO ar brezhoneg zo “ur yezh en arvar bras”; neuze e rank ar Stad-C'hall doujañ dioutañ ha kemer perzh en oberoù zo da gas da benn vat evit he saveteiñ… Trawalc'h gant dismegañs ar Stad-C'hall !

Evit UDB Kreiz Breizh : Herve ar Gall


Vos commentaires :
Mardi 21 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 7 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.