il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /2328.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

EMGANN - Strollad an tu kleiz evit Breizh Dizalc'h BP 70215 22202 Gwengamp cedex

Mantret eo Emgann o klevet disoc'h prosez an Euskariz hag ar Vretoned dirak lez-varn ispisial Pariz. Ur wezh ouzhpenn eo bet kondaonet gant ar varnerien c'hall Breizh en he fezh dre he difennourien, an dud a stourm evit gwirioù o Fobl da vezañ mestr en he bro, da gomz en he yezh, da gejañ dichadenn gant ar pobloù all, kuit a virodorioù ouzh mirout outi a sellet da lec'h all. Spontet eo Emgann gant ar ponner m'eo kondaonadennoù zo da geñver ar fedoù diskwelet e-kerz ar prosez. Pouezañ a reomp memes-tra gant ar c'hemmesk, pezh a brou eo bet barnet an hevelep fedoù evit un eil gwezh, ar pezh hag a zo direizh hag ene-lezenn a-grenn. Kengred eo Emgann ouzh an holl damallidi ha gelver a ra an dud d'o harpañ e pep keñver hag e pep degouezh.

Unvaniezh evit difenn ar brizonidi ! Frankiz evit ar Vretoned toullbac'het ! Frankiz evit Breizh ! Breizh Dieub ha Sokialour !

Kemper, d'an 30 a viz Mezheven 2005 e anv Emgann, Yannig Laporte


Vos commentaires :
Samedi 18 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 9 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.