Bodadeg Bod Kelenn : ur rouedad evit ar brezhoneg e Bro ar Roue Morvan

Communiqué de presse publié le 22/09/11 3:36 dans Langues de Bretagne par Erwan Rouz pour Bod Kelenn
t:2
https://abp.bzh/thumbs/23/23242/23242_1.jpg
Burev Bod Kelenn er vodadeg foran d'an 19-09-2011 er Faoued
https://abp.bzh/thumbs/23/23242/23242_2.jpg
Burev Bod Kelenn er vodadeg foran d'an 19-09-2011 er Faoued

Un emvod a-bouez evit hor yezh a zo bet dalc'het er Faoued d'al lun 19 a viz Gwengolo 2011. Kinniget eo bet ar gevredigezh Bod Kelenn (savet e miz Gouhere) d'an holl ha lisaet an niver a izili hag a berzhidi e kuzul merañ ar gevredigezh hag er burev.

Setu graet an taol: goude 2 viz hepken, e kont Bod Kelenn 35 ezel, 10 anezho o vezañ perzh eus ar c'huzul merañ ha 7 o kemer perzh er burev. Hag emeur o aozañ bodadoù a bledo war bep a dachenn gant an izili oberiant.

Mennet e oa ar gevredigezh da embann e youl da gas hor yezh war-raok e Bro ar Roue Morvan en em led (hag en em lod) a bep tu d'ar stêr-Elle etre Kerne ha Bro-Ereg, e gwalarn departamant ar Mor-Bihan, kantonioù Gemene, Gourin hag ar Faoued ouzh e ober – d.l.e Bro Pourled, Bro Chtou hag ul lodenn eus Bro an Aven.

Tizhet eo ar pal peogwir eo bet degemeret kerent eus an teir skol brezhonek, koulz prevez ha foran, a gaver er pastell-bro.

Ur rouedad kehentiñ a fell da vBod Kelenn bout. Sag ar bolitikerien, da skouer, a zo bet aketus o heuliañ an emvod pe o kemenn deomp o sell a-du a-raok. Harp prezidant ar gumniezh kumunioù (Bro ar Roue Morvan) hon eus resevet, koulz hag hini 2 gKuzulier Rannvro, 3 c'hKuzulier Meur an 3 c'hanton, ha 4 Maer.

Spi mat en deus Bod Kelenn da zont a-benn da vodañ ha da gedalañ e pep lec'h er vro-se, en tu all d'an enebiezhioù hengounel, da lakaat hor yezh hag ar c'helenn anezhi da vont war-raok da vat e Bro ar Roue Morvan.

Gwendal Weber, kadoriad Bod kelenn,

hag Erwan Rouz, eilkadoriad e karg eus ar c'hehentiñ e brezhoneg.


Vos commentaires :
Dimanche 5 mai 2024
Diwallet dohtou, me zud vad ! Kar Erwan Lelièvre e zou ur goll-brederegour -en hani e gonza langaj Preder e zou ur prederegour- hag e zaù a-du krenn get breton «arneùé» er re e zisplija er gwir vreton dehe...

Ne ma ket breton braù ha kaer er broieù a gontant deomp anehe e faota dehe harpein ha sikour meid poeson en nasionalism, ne laramb ket.

Chete peh e lara er re goh : «Aveit taped luhern pe gad e ma red saùel mintin-mad.»

0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.