Zoum war distro-skol 2011

Communiqué de presse publié le 16/09/11 11:53 dans Langues de Bretagne par Annaig Guedes pour STUMDI
t:1
https://abp.bzh/thumbs/23/23202/23202_1.jpg
Stajidi prantad kentañ ar stummadur hir e Landerne.

Bez emañ Stumdi o paouez degemer, d'an 8 a viz Gwengolo, 80 stajiad dispartiet war 4 lec'h stummañ : Aradon (56), Gwengamp (22), Landerne (29) ha Plañvour (56) evit ur prantad stummadur hir a echuo e fin miz Meurzh 2012.

Morse ne oa bet degemeret kement a stajidi gant an aozadur war ar stummadur-mañ.

Kevelerezh gant UCO Bretagne Nord ha Bretagne Sud

Abaoe 7 bloaz e veze roet kentelioù brezhoneg gant Stumdi da studierien en div UCO, eus miz Here da viz Even war an diplom skolveuriek « micherioù ha brezhoneg ».

Krouet ez eus bet gant an div UCO ha Stumdi, ur formulenn a zo bet lakaet e pleustr e 2010 e Gwengamp hag er bloaz-mañ e Aradon. Roet e vez tro d'ar studierien ha d'ar stajidi da heuliañ ar memes stummadur e-pad 5 miz, eus miz Gwengolo da viz C'hwevrer.

Kinniget e vo d'ar studierien un eil prantad-stummañ eus penn-kentañ miz Meurzh da fin miz Ebrel (modul sevenadur hollek, modul micher ha modul kelenn).

Bez e c'hello stajidi Stumdi klokaat o stummadur 6 miz (eus miz Gwengolo da viz Meurzh) gant ar stummadur uhel war ar brezhoneg 3 miz (eus miz Ebrel da viz Gouere) pe klask labour.

Kreizenn nevez e Aradon (56) : Divizet ez eus bet kinnig ul lec'h stummañ e Aradon rak meur a stajiad e Plañvour (56) a oa o chom e kichen Gwened pe Naoned. Soñjet hon eus e oa un ezhomm stummadurioù brezhoneg war an dachenn-mañ. C'hoant hon eus bet ivez kinnig stummadurioù da implijidi divyezhek Gwened hag a zo niverusoc'h-niverusañ war tachenn ar c'helenn. 12 stajiad a zo bet degemeret er bloaz-mañ. Gwelet e vez gant an niver a stajidi e oa talvoudus kinnig ur stummadur eno.

Kreizenn Gwengamp (22) : Kroget eo war al lec'h-mañ an trede distro-skol hag eo bet degemeret 9 stajiad er bloaz-mañ. Chom a ra stabil an niver a stajidi etre 2010 ha 2011.

Kreizenn Landerne (29) : 39 stajiad, rannet e tri strollad a zo bet degemeret er bloaz-mañ. Bep bloaz e vez tizhet an niver brasañ a stajidi.

Kreizenn Plañvour (56) : Krouet ez eus bet daou strollad evit degemer 19 stajiad. Abaoe 3 bloaz e chom stabil an niver a stajidi.

Prantad stumman a zeu : eus ar 5 a viz Genver d'an 13 a viz Gouere 2012 war ar 4 lec'h

Deuit da zizoleiñ hor stummadurioù war hol lec'hienn nevez :

www.stumdi.com


Vos commentaires :
Dimanche 19 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 5 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.