Deskiñ brezhoneg e klasoù enlinenn

Produit publié le 14/09/11 13:59 dans Langues de Bretagne par JF Le Cloarec pour JF Le Cloarec
https://abp.bzh/thumbs/23/23164/23164_1.jpg

Ar sizhun paseet (voir le site) hon oa kinniget ar modulennoù-emstummañ a gaver war savenn-stummañ Edubreizh. (voir le site) Ar sizhun-mañ setu un doare deskiñ all a dizher dre ar rouedad : ar c'hlasoù enlinenn

Pal ar c'hlasoù-se eo broudañ an deskidi gant eskemmoù dre gomz. Bep pemzektez, e vez lakaet emgav d'an deskidi d'un eur resis war ul lec'hienn eskemm enlinenn. Bep deskard a zo gantañ un tokarn hag ur webkam. Ar frapad eskemm-se a vez buhezet war-eeun gant ur c'helenner a ginnig oberiantizoù pedagogel liesseurt : poeladennoù distagañ, c'hoarioù etreoberiat a-ziwar skeudennoù pe videoù, respontoù da c'houlennoù... Un eurvezh e pad ar gentel, enni 6 pe 8 skoliad d'ar muiañ. Mont a ra an deskidi war-raok a-drugarez da reizhadennoù graet dezho gant ar c'helenner.

Kinnig a reomp deoc'h dont da amprouiñ ar mod deskiñ brezhoneg-se en ur vevañ ur frapad war-eeun. Klasoù amprouiñ a vo :

D'al lun. 19/09 – 26/09 – 03/10 : adalek 13e30 betek 14e30

D'ar gwener. 23/09 – 30/09 – 07/10 : adalek 10e00 betek 11e00

Ma fell deoc'h kemer perzh en taolioù arnod-se (nebeud a blasoù bep taol) pe ma fell deoc'h gouzout hiroc'h : edubreizh[at]skolanet.com


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 1 ?