Bali Breizh : un abadenn nevez war France 3

Communiqué de presse publié le 9/09/11 12:57 dans Media et Internet par Bernez Rouz pour Bernez Rouz

A-benn disul e vo embannet niverenn gentañ an abadenn veur e brezhoneg war France 3 Breizh.

A hed 52 vunutenn e kavoc'h, ar pezh a rae mel red an amzer, son da zont ha te ha me ar sezon dremenet.

Gant Anna Quéré hag he c'houvidi e klaskimp kompren gwelloc'h darvoudoù meur hor bro,

Gant Youenn Chap e heulimp ar pep nevesañ eus krouidigezh hor sonerien

Gant Yann Herle Gourves e vo plas ar fent, an traoù dic'hortoz

Goulwena an Henaff a lusko an abadenn hag a ginnigo deomp an teulfilmoù a vo atav ken niverus ha liesseurt.

En trimiziad kentañ e c'helloc'h gwelet Istor ar Sica e Kastell, poltred Erwan, ur studier a ra mell droad en e gador ruilh, Paotred Zanzibar a son ar Vombard ken koulz ha ni, Allah's Kanañ hag ur film a faltazi « Distro Gwenn » nevez filmet kostez Plougastell.

Kinnig a ray an abadenn ivez ober gwelloc'h anaoudegezh gant rezistanted ar vro o deus komanset da stourm enep an alouberien 70 vloaz so. Un heuliad a bemzek poltred a vo embannet beb sul betek Nedeleg.

Bali Breizh N° 1

D'ar Sul 11 a viz Gwengolo da 10eur50

1. An Distro Skol : Anna Quéré a ra tro ar skolioù divyezhek gant Paol Mollac President Div Yezh ha prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh.

2. Dic'hortoz : Yann Herle Gourvez a ra fent war doareoù an douristed da brenañ kartennoù post.

3. Sonerezh : Sell Youenn Chap war Gouelioù Breizh an Hañv : tonioù gant Ar re yaouank, Mandala, Nolwenn Le Roy, Bagad Kemper.

4. Rezistanted : 70 war lerc'h deroù ar rezistañs e Breizh, Erik Gudenkauf a ginnig deomp un heuliad poltriji rezistanted, an hini kentañ : Claire Mathiou e Bubri (56).


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 8 ?