Met petra eo Diwan ? Respont gant liseidi Karaez

Interview publié le 8/09/11 0:18 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
q3azbc4c.mp4

E klas Termen ha Kentañ emañ ar pemp lisead a zo deuet da respont da goulennoù reportourien an ABP.

Liseidi evel ar re all ar re zo e Diwan ? Ya pe pas ? Fent a zo ganto atav. Daoust d'an niver a dud a zo skoliataet e brezhoneg (galleg : 250 000 er privez, 250 000 er publik, hervez sifroù Akademiezh Roazhon / Diwan : 3000, gant 4,7% a gresk) eo souezhus da welout an nerzh hag ar mignoniezh vras a zo etrezo. Fizians en dazont, barzhoniel-kenañ ar sell ouzh Diwan : un ti leun a livioù gant bugaligoù, un evn o veajiñ etre bro Euskadi ha bro Gembre, raden Anjela Duval, pe c'hoazh ur vag a ya war raok ...


Vos commentaires :
Alexandre
Dimanche 22 décembre 2024
«Ha ma vefe ur plant?» Mat e vefe doujañ ouzh reolennoù ar yezhadur brezhonek, pa ne vez ket doujet ouzh reolennoù ar fonologiezh dija gant darn eus liseidi Diwan. «Plant» a zo un anv hollek, dre-se ne c'heller ket implijout ar ger-mell amreizh araozañ... Ret e oa lavaret «ur blantenn» pe «ur spesad plant». A gav din, atav...

If
Dimanche 22 décembre 2024
Ma ! C'hoarvezout a ra gant an holl ober fazioù bihan e-giz-se, pe ve e galleg peotramant e brezhoneg, dre skrid pe dre gomz. Arabat klask laou 'ba penn an dud e-giz-se, Aleks. Brav dija e teufe brezhoneg gant an dud yaouank-se, a gav din.

Alexandre
Dimanche 22 décembre 2024
Ya, moarvat, If! Re strizh e vezer a-wezhioù...

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 0 ?