Itron Irène Franchon, medisin ar skevent eus Brest, dilennet Breizhad ar vloazh, he deus asantaet da zont evit kendiviz kentañ hor strollad da mare an distro-skol.
Reuz a zo bet graet gant Irène Franchon war afer ar Mediator. Deuet eo a-benn da lakaat al louzoù maezh ar marc'had goude trubuilhoù bras. Ar Mediator a vefe orin marv tro-dro 500 tud bennaket, ervezh ar pezh a vez klevet gant ar-re ar gwellwelusañ.
Kouviet eo bet tudou eus ar bed politikel da gomz war an afer-se.
Dleet eo an Ao. Didier Tabuteau (Prezidant kador-gelenn ar yec'hed e SciencesPo) da zegas e mennozhioù e penn-kentañ an nozvezh evit ma c'hellfe an holl komprenn-mat ar skodoù bleinek.
Ao. Bernard Debré (UMP, oberour an danevell evit prezidant Bro Frañs war adreizh al louzoù, Ao. Gérard Bapt (PS, prezidant ar c'hefridigezh kelaouiñ war ar Mediator) hag It. Michèle Rivasi (EELV, kannad european) o deus roet o emglev-reol.
Ao. Claude Le Pen (armerzhour ar Yec'hed e skol-meur Paris-Dauphine ha prezidant Kolaj armerzhourien ar yec'hed) a roio deomp e soñj skiantel war an afer.
Ur prantad a vo lezet evit un eskemm etre hor c'houvidi hag ar bodadenn.
Irène Frachon a sino he levr «Médiator, 150 mg - sous titre censuré», an hini en deus diskouachet an afer.
A galon-vad ganeoc'h hag gant ar spi da wellet ac'hanoc'h niverus!
Miradenn rediet, (voir le site)
Bretoned Sant-Gwilherm
27 rue Saint-Guillaume
75 007 Paris
bretons.sciencespo@gmail.com
■