Tro Dro Mellag : pemp tro-bale, sonerezh, souezhadennoù : holl war an hent disul o tont !

Agenda publié le 3/09/11 12:07 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/23/23080/23080_1.jpg

E bro Loeiz ar Penseg, bet ministr ha maer meur a wech ar gumun, e vo graet pemp tro bale. Pevar vo dieub, hag unan a vo hentet gant Jean-Yves Toulec, evit kemer un hent nevez, treuziñ an Isol e embregerezh sevel paper sigaretennoù Mauduit, ha distreiñ dre boull an naered, ar vilin wenn...

Degemeret e vo an holl, aes e vo ar rando Kernot (7 km), evit dizoleiñ maner Kernot, diskouezadeg Paranthoen, hini Rainer Gross, selaou Brigitte Kloareg hag ur soner fleut ...

E rando bord an Isol e vo un tammig diaesoc'h bale, met brav-eston eo ar ster : ledan, gwez brav, pontig Namour, milin gwenn, «Poull du ar re baour» veze graet gwechall diouzh al lec'h-mañ. Aze e c'hello ar baleerien selaou akordeons, gwelout ur pesketour, kejan ouzh ur buhezour natur a zisplego e pelec'h e vez dozvet uioù gant an dluzhed, ... Pelloc'h e vo daou dekinisan «Ajañs an dour» kumuniezh kumunioù o tisplegan mont en dro un «uzin dour» o tigeriñ a-benn daou viz evit produiñ dour evit 7 kumun ar C'hocopak (kumuniezh kumunioù bro Kemperle).

Evit ar re a erruo goude, e vo meur a dra d'ober e bourc'h Mellag : kezeg, c'hoarioù Breizh, tro ar vourc'h gant Fanch Postic, Anne-Marie Colomer : an abat Henri, ar presbital, istor keriadenn Mellag pa ne oa nag a skol, nag a diez ... Bez vo sonerezh gant Kanvaled Kerne, ha strobinellerezh gant an aotrou Dany Trick, brezhoneger ivez.

Ha war an hent, souezhadennoù, sonerien daou ha daou, ur sorserez e Kergoz, ...

D'ar sul 11 a viz Gwengolo, adalek 9 eur betek 4 eur.

evit gouzout hiroc'h : trodro@laposte.net

(voir le site)

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 1 ?