Dorn Dir, levr kentañ evit kinnig Priz ar Yaouankiz

Présentation de livre publié le 1/09/11 22:52 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/23/23073/23073_1.jpg

Krogomp kinnig levrioù 2011/2012 gant ar skrivagner yaouankañ : Erwan Billant, skrivet gantañ «Dorn Dir» a-raok tremen e vachelouriezh. Istor ur paotr ganet gant un dorn dir eo.

Levezonet kalz eo Erwan gant filmoù, c'hoarioù ha romantoù heroic fantasy. Kontañ a ra amañ penaos e ra «Dorn dir» evit stourm ha kavout ur plas er bed. Plijet e vo sur a-walc'h ar skolajidi 6ved/pevare evel ma oant bet plijet gant romant Uisant Crequer e 2009 anvet «ar Grannared».

Evit gourc'hemenn al levrioù (Dorn Dir, Tamasheq ha Iskisat breur bihan), ret e vo mont e darempred gant Keit Vimp Bev. 13 euro an dastumad tri levr evit ar skolajoù, hag ur rummad digoust evit ar gelennerien a lak o skolajidi d'o studiañ.

Aozadur ar priz : (voir le site)

Ti-embann : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 9 ?