Pluguen ha Kerrien a fell dezhe kaout o c’hlasoù-mamm : emgav all dilun a zeu

Communiqué de presse publié le 26/08/11 21:24 dans Langues de Bretagne par Rozenn Le Crom pour Rozenn Le Crom
https://abp.bzh/thumbs/23/23021/23021_1.jpg

Gallet o deus tud bugale Kerrien ha Pluguen kaout un emgav gant an itron Kieffer, renerez servijoù departamant an Deskadurezh Stad, d'al Lun 29 a viz Eost en Ensellerezh Akademiezh Penn-ar-Bed e Kemper. Degemeret e vo an dileuridi, anezhe tud bugale, dilennidi ha Div Yezh da 11e evit Pluguen ha da 11e45 evit Kerrien.

Div Yezh a c'halv eta e holl izili hag an dud a-du ganti da zont d'o harpañ dilun a zeu en Ensellerezh e Kemper. Kasit ho tamm boued ganeoc'h !

Ul luc'hskeudenn bennak eus hor manifestadeg dec'h a zo war hol lec'hienn : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 9 ?