Fest noz ba Skaer : d'ar sadorn 10 a viz Gwengolo !

Interview publié le 23/08/11 18:18 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Fest-noz b'ar c'hraou gant skipailh Gi Penseg, plijadur 'vo !

Kanerien Sant Turian, sonerien labourerien douar, tud yaouank ar vro o seniñ violons, arkordeons, kanerien o tont eus Kreiz Breizh ... evit netra, e kraou ar saout a-raok an amzer fall. Deuit niverus da zebriñ krampouezh adalek 7 eur noz.

Aozet eo an traoù gant ar gevredigezh NPK (Kozvezh Penn Kelenn, pe Nitrat, Fosfat ha ... ? deoc'h-c'hwi da gavout), renet gant Gi Penseg, kaner ampart ha dastumer – aet eo gantañ ar maout e Gouelioù Kerne evit ar c'han da zañsal – asambles gant Jean Billon.

Met deus pelec'h e teu an anv Penseg ? Respont gant Gi, amañ war ar filmig graet gant skolajidi Diwan Kemper.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 3 ?