N'on ket bet plijet. Anat, ur sapre labour e oa, labour enklask, dastum dielloù, fotoioù, pennadoù kazetennoù, testennoù Zavier Grall, enrolladennoù kozh, labour bodañ kement a dud o deus anavezet anezhañ...
Anat e oa ur brav a labour gant ar sonerien, mouezh dispar Andrea ar Gouilh, fent Yvon Étienne, fent strollad ar Vro Bagan a oar mat dibuniñ testennoù brav ha leurenniet mat.
Petra a vanke neuze ? Ur c'hwezh, ur from. Re hir, re bounner, re lennet. Amzer ebet evit an arvester d'ober e hent, amzer ebet evit stlakañ an daouarn goude pep prantad kanet (adkroget e veze diouzhtu gant ar c'hoariva hep teurel kont eus c'hoant an arvesterien da enoriñ an dud o doa sonet ha kanet), re verr kanaouennoù Glenmor ha re hir ar pennadoù komzet, re izel ar mouezhioù goude bezañ klevet kanerien gant mikroioù ...
Re hir, anat. Hiziv an deiz, e pad un abadenn un eurvezh hanter d'ar muiañ. Perak chom teir eurvezh hanter neuze ? Kement a draoù a zo da lavarout diwar e benn ? N'eo ket gwelloc'h dibab nebeutoc'h a bennadoù ha leuskel ar plas da selaou e vouezh ?
Pedervet abadenn an Dihunerien. Gant Grall ' oan bet fromet : Yvon le Men o vevañ «Solo» eus an diabarzh, ur barzh oc'h enoriñ ur barzh all. Gant mouezh ar re a gane. Gant buhez pemdez Zavier e Sarcelles gant e strollad merc'hed. Met Glenmor, petra a vanke dit ? Da sigaretenn ? Tud fuloret eveldout e lec'h tud sioul ha sentus. Re a hirvoud a zo, re nebeut a youl evit an dud. Barzhed a zo da vezañ lennet bemdez, skrivet bemdez. Leo Ferré a lavare dija : «les plus beaux chants sont ceux de revendication».
Trawalc'h gant an amzer dremenet, Glenmor a vevo ma vo kanet hiziv pozioù a gan en divskouarn ar re yaouank ha pobl Breizh, gant kudennoù a-vremañ.
■Milig ar Skanv, Leo Ferre, Xavier Grall, Jorj Brassens e kichenn Kadoudal, Jakez Brel an tu all d'ar gorre
Hag ur bern ar re yaouank..!
Ken plijus a vo bremaik!