Kenavo Per ha trugarez
Penaos e c'hellomp eztereul hor glac'har don hag hon zristidigezh o kemenn ez eo Per Denez aet da Anaon ?
Stourmer arouezel evit difenn ha brudañ sevenadur Breizh a-hed eil rann an XXvet kantved, e labour hag e levezon a vo bet divent evit Breizh.
Tud-all a raio anv eus e labour lennegel, evit ar yezh, evel skol-veuriad, a live etrevroadel, e labour embann… e stourmoù evit lakaat anavezout plas ar brezhoneg en deskadurezh…
Evit Skol-Uhel ar Vro e chomo an hini en deus roet buhez d'e obererezh e-pad meur a vloavezh, mare pinvidik ha frouezus evit sevenadur Breizh. Ur mare ma oa bet tu da vodañ baregezhioù ar skolioù-meur ha re ar c'hevredigezhioù evit labourat asambles ha talvoudekaat o ferzhioù disheñvel.
Ul labour kevreer dibar ha pouezus kenañ en deus graet Per Denez.
Reizh e oa reiñ dezhañ kolier an Erminig, un enor bet krouet evit trugarekaat an dud o deus gouestlet o nerzh hag o amzer da stourm evit Breizh, ur vuhez-pad peurvuiañ evel ma reas Per Denez.
Skol-Uhel ar Vro a gas gourc'hemennoù frommet a gengañv d'e familh hag a rann e glac'har.
Kenavo Per ha trugarez !
Obidoù Per Denez a vo lidet d'ar Merc'her 3 a viz Eost da 14 eur, en Iliz Itron Varia an Thabor : iliz Sant Melen, e Roazhon.
■