Brezhoneg e-pad an hañv : furchit e gouelioù ar vro !

Editorial publié le 24/07/11 0:29 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
vle4bddt.mp4

E Kloar e vez komzet brezhoneg nebeutoc'h eget e Kreiz Breizh. Koulskoude, e-pad ur gouel aozet gant Diwan dec'h da noz, e c'helle an dud komz brezhoneg gant Lili Monfort, perc'henn ar c'harr bras kaset gant ur jav o tont eus Alamagn, graet en Arzhanaou. Mestr «Haras de Cotonnard», deuet eo da vezañ Lili unan eus tud pouezus ar vro. Paotr ar saout gwechall, e lamme war gein ar c'hezeg, dibr ebet ha brid ebet ganto. Chomet eo ur paotr leun a fent.

Goude-se e oa moaien deoc'h da brezeg eus festival an Oriant gant Daniel Miniou, soner biniou, hag aozer meur a fest-noz er vro, ha paotr ar sono evit gouel Diwan.

Gant Lea Rouzig, e penn kelc'h «Gavotenn Lanijen», e oa brezhoneg Lokunole a oa bet komzet deoc'h.

Jo, dañser kelc'h Lanejen, a gomze ur brezhoneg flour ivez.

Bugale ? Ur bern, plac'hig kelc'h Kloar, ur plac'hig o klask rentañ servij d'he mamm, paotred yaouank kleub gouren Kemperle, holl vrezhonegerien anezho.

Evit kemer moneiz ar gouel ? 'oa ken 'met goul' e brezhoneg gant Regine Guillemot, ampart e yezh Breizh vihan ha Breizh-Veur. Er stal krampouezh e veze kavet deraouidi, brezhonegerien a-vihanik ivez, kelennerien kentelioù noz, ha kanerien evel Anne-Marie Colomer, Silvi ...

Ha war al leurenn ? Maurice Morlec, dastumet gantañ ur bern tonioù a Gloar. Jean Billon ha Gi Penseg, kanerien kan ha diskan, ne gomzont morse galleg etreze. Sonerien biniou bombard a oa bet kalzik ivez : Pouleriguen, plijet gant ABP hag a oar ur bern traoù diwar-benn kudennoù bed al labourerien-douar a gomz brezhoneg Langonned, Salvar, talabarder, brezhoneg eus Tremeven.

Brav eo komz brezhoneg e-kerzh gouelioù ar vro ...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 5 ?