« Adkregiñ a ra livioù »... breizhek, hon aodoù Liger-Atlantel !

Reportage publié le 15/07/11 14:22 dans La réunification par Jonathan Guillaume pour Jonathan Guillaume
https://abp.bzh/thumbs/22/22674/22674_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/22/22674/22674_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/22/22674/22674_3.jpg
https://abp.bzh/thumbs/22/22674/22674_4.jpg


Gourc'hemennoù a ra ar strollad 44=Breizh d'ar geodederien o deus duet koulzad touristel nevez Broioù-al-Liger. Gant doareoù ar re a stourm a-enep d'ar bruderezh, ez eus bet digoret pannelloù 'zo ha skrivet ouzh ar skritelloù a oa enno luganioù e-giz « Bienvenue en Bretagne », « Degemer Mat » hag ouzhpennet « 44=BZH » war lod vrasañ anezho.

Ar pet koulzad-mañ warn-ugent kaset gant ar PDL a zo par pe dost ouzh hini ar bloaz tremenet, tro 1.030.000 € e goust dezhañ. E bal a zo brudañ an aodoù ha desachañ tud betek enno.

Goulenn a reomp hag-eñ e vez talvoudus ar c'houlzad kabaliñ-se e Liger-Atlantel, departamant anavezet mat gant e annezidi o aodoù. Ret eo lavaret ivez e vez divyezhek galleg/brezhoneg ul lod vat eus pannelloù tiez-kêr an aod, ha bodet int dindan banniel al label Su-Breizh, a zo efedusosc'h pa vez anv eus desachañ touristed (Pornic-Pornizh, Le Croisic-Ar Groazig, Mesquer-Mesker...).

Souten a reomp an oberennoù disujidigezh sivil heñvel ha dav e vo stankaat anezho tra ma vo lakaet harp gant Broioù-al-Liger war ur processus demokratel a-benn adunaniñ Breizh.

Pegement zo bet lakaet er c'houlzad-mañ ?

Ar vitellerien-livourien o deus implijet un nebeut binviji ha boestoù-livaj (3 € bep a damm), sur ha n'eo ket marteze !

Koulzad touristel 2010 a veze kenarc'hantaouet gant Broioù-al-Liger hag ar Poitou-Charente, ha diskouezet e oa bet en Île-de-France, Broioù Al Liger ha Breizh 4 departamant.

(voir le site)

Skigniit ar gemenadenn-mañ !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 6 ?