Edito ar presidant :
En hent war-du faltazi ar morioù kelt
O vont a-benn d'ar sklosennoù ha d'ar barrioù-tourmant e kendalc'h Gouel Kan ar Vartoloded gant e hent, ha tizh dezhi bremañ etrezek e dekvet gouel.
Goude morioù yen an Hanternoz, aodoù ar mor Kreizdouarel, broioù ar Reter, an Afrik hag an Amerik eo tem an « Ehanoù Keltiek » an hini a zo bet dalc'het evit 2011.
Ergerzhet e vo gant ar Gouel sonerezhioù ar galaksienn geltiek en he fezh, eus an Asturias da vro Iwerzhon, pe da C'h/Galisia, eus bro Gerne da vro Gembre ha da vro Skos, hep ankouaat Breizh, evel just, nag an diaspora kelt. Ur seurt distro d'ar gêr, a-raok adkregiñ e 2013 gant ar merdeiñ a bellvor war-du tiriadoù diabelloc'h.
An dibab-mañ ne viro ket ouzh ar Gouel a zerc'hel un toullad prenestroù digor frank war sonerezhioù ar bed, evel just.
Adkavet e vo ivez gant amourouzien ar Gouel kement tra a blij dezhe, ha da gentañ-penn an niver bras a strolladoù kanoù martoloded a vo war kaeoù Pempoull « e-giz er gêr », met ivez muzikoù heoliek, fañfarioù, bagadoù, festoù-noz, diskouezadegoù, tañvadegoù produioù eus ar vro…
Ha tost da dri c'hant bag hengounel, leuniet gante ar poull niv.1, hag a sikouro, gant o gouelioù liesliv, da reiñ liv ar fest da borzh kozh Pempoull.
Emgav a zo roet deoc'h evit Gouel Kan ar Vartoloded a zeu, an 10vet, war kaeoù Pempoull d'ar gwener 12, d'ar sadorn 13 ha d'ar sul 14 a viz eost 2011. Plijadur 'vo !
Pierre Morvan, prezidant Gouel Kan ar Vartoloded
Tomm eo ar gouel ivez ouzh yezh ha sevenadur Breizh. Implijout a ra panelloù hag ul lec'hienn Genrouedad divyezhek, lezel a ra ur plas bras da sonerezh Breizh, ha degemer a ra produioù eus ar vro e kêriadenn an diskouezerien. Gant an holl oberoù-se eo deuet Gouel Kan ar Vartoloded da vezañ ar c'hentañ gouel eus Breizh o tapout (e 2008) al label Ya d'ar Brezhoneg live 1 roet gant Ofis ar Brezhoneg.
E 2005 e oa emezelet ar gouel ouzh ar gevredigezh Produet e Breizh. Gant ur c'hoant boutin : labourat evit ma skedo an touristerezh, evit ma tiorroio armerzh ar c'horn-bro, dre lakaat en a-raok un identelezh kreñv. Talvoudoù da rannañ…
Gouel Kan ar Vartoloded
12 Str. an 18 a viz Even
BP 125
22503 Pempoull Cedex
02 96 55 12 77
02 96 55 12 78
paimpol.fcm@wanadoo.fr
– Darempredoù gant ar Mediaoù :
Aoura :
Patricia Téglia – Pgz 06 85 11 10 85 - patricia@aoura.com
Julie Bataille – Pgz 06 75 46 81 65 - assistante@aoura.com
– Titouroù touristel
Ti an douristed Pempoull-Gouelou
BP 234 - 22504 Pempoull Cedex -
Pgz. 00 33 (0)2 96 20 83 16
tourisme@paimpol-goelo.com
■