KEAV : kelennerien ha kasourien nevez, oberiantizoù a bep seurt

Dépêche publié le 14/07/11 12:54 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/22/22658/22658_1.jpg
Ur c'hoari evit degemer ar stajidi kinniget gant Cedric Choplin ha Gwenael Huon
https://abp.bzh/thumbs/22/22658/22658_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/22/22658/22658_3.jpg

Kant stajiad er sizhunvezh kentañ, mui 30 bugel ha 30 stummer ha buhezour, mui ur c'hant bennak en eil sizhunvezh, ar pezh a ra 260 den a gomz brezhoneg e-pad pemzektez. A-drugarez da aozadur efedus KEAV renet gant Ana ar Beg, e kendalc'h ar staj-mañ gant e hent kroget tregont vloaz 'zo. Daou gelenner dre rummad, ur greizenn dudi evit ar vugale aozet gant buhezourien, tapet o DABU ganto, hag ur bern oberiantizoù nevez : c'hoariva, video (sitcom), sevel danevelloù (gant Mich Beyer ha Ronan Menardeau), kazetenniñ (gant Yann-Fañch Jacq), setu sekred ar staj-se.

Ar pep pouezusañ; ne vez komzet ger gallek ebet. Saozneg, pe yezhoù all, ne lavaran ket. Dreist eo gwelout tud gant un nebeud bloavezhioù kentelioù noz a zeu a-benn da zivizout ha da c'hoari e brezhoneg. Gourc'hemennoù d'an aozerien a oar heuliañ bedig-bed ar vrezhonegerien evit kinnig, a vloaz da vloaz, traoù nevez d'ar stajidi.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 8 ?