Petra eo ur gwir “eskemm sevenadurel” ?

Editorial publié le 11/07/11 13:40 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
nkn3mypd.mp4, noag3ao9.mp4

Mec'hiko, Lituania, pobloù Afrika, Azia ... o tont da Vreizh. A-zehou hag a-gleiz e vez gwelet abadennoù a bep seurt. Evit peseurt abadennoù ? Gant peseurt eskemm gant tud ar vro ? Kuriusted ? Doare da vont da vakansiñ da vroioù pell hep dispign re a arc'hant ?

A-wechoù e vezont degemeret buan, ha ne vez ket doujet outo. A-wechoù e vezont degemeret war an ton bras, hag e vez mignoniezhioù o c'henel ha strolladoù Breizh o vont da seniñ ha da zañsal du-hont. Pa sav kudennoù yezh (pa ne oar nag an eil nag egile komz saozneg, pe alamaneg pe c'hoazh kastilhaneg). Ret eo goulenn pep tra neuze digant ar jubennour, e-unan evit ur strollad 50 den alies.

Aze e Kloar, ur chapelig adsavet penn-da-benn, maen ha maen e-kichen traezhenn ar Pouldu (a-raok e oa staliet e Nizon, e-kichen Pont-Aven), oa c'hoarvezet un «eskemm gwir» etre tud ar vro ha tud o chom 26000 km pelloc'h, e Lituania.

Goude bout displeget istor ar chapel, gwerennoù livet gant Manessier, delwennoù sant Yann ha hini santez Ana e saozneg gant Ana-Vari Colomer, ganet 500 metrad eus ar chapel, setu ur soner fleüt o kregiñ da seniñ, un andro kanet e brezhoneg hag a oa bet dastumet nepell diouzh Kloar, hag evit echuiñ, ur c'han hengounel e lituaneg. Un dudi !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 4 ?