Priz ar vugale 2011/2012 : pevar skrivagner nevez

Dépêche publié le 10/07/11 22:51 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/22/22623/22623_1.jpg
Armel Ar Sec'h Maina Mallejac ha Corinne ar Mero

E Kemper, disadorn, e oa bodet Maina, Armel, tad Carl ha kelenner tri skolajiad o doa savet holl un danevell dibabet gant ar juri evit Priz ar Vugale a zeu.

A wech kentañ eo gwelout kement a dud yaouank o kinnig skridoù, mennozhioù e-leizh ganto. A-drugarez da Vai-Ewen, Goulc'han Kervella, Pierre-Emmanuel Marais, Mich Beyer a zo deuet da welout anezho ha da sikour ar re a felle dezho mont pelloc'h dre ginnig ur skrid peurechuet. A-drugarez ivez d'ar «reizherez», Corinne ar Mero he deus sikouret kalz anezho.

Ar pevar istor ?

- «Sorserez eo Mamm-gozh» ma konter istor ur paotrig, o vont da vakansiñ da di e vamm-gozh. Met n'eo ket un ti evel ar re all : ur vran ha kazh an ti a vez o tabutal ingal ... ha troioù-hud a reont ivez ! Skrivet gant Maina Mallejac, sot gant Harry Potter hag istorioù strobinellerien.

- «Ar sarpant bihan»: skrivet gant Armel ar Sec'h, a blij dezhi mojennoù Breizh ha Mor Breizh. Setu un aerouant o sellout ouzh tud o pourmen war an aod.

- «Den bleiz», skrivet gant un den yaouank, ma kont istor ur paotr sot gant ar c'hoarioù video. Met un deiz e teu un den bleiz da strobinellañ e familh a-bezh. Penaos mont maez eus ar wallhuñvre-se ?

- «Gerard, an den mat», skrivet gant tri skolajiad eus ar Releg Kerhuon : diaes eo d'an harozez bevañ gant mignon he mamm, sotonioù, troioù kamm a vo c'hoariet dezhañ ganti. Met tamm-ha-tamm e seblant Gerard bezañ un den mat ...

Evit gouzout hiroc'h : 02 98 71 74 94 / 06 79 14 96 87

Kaset e vo an holl ditouroù d'an holl skolaerien e fin miz Eost.


Vos commentaires :
RONAN MALLEJAC
Dimanche 22 décembre 2024
TOUS AVEC MAINA WESH WESH TES LA MEILLEURE ON TAIME TU VAS TOUS LES BATTRE TU NOUS DONNERA DE LQRGENT QUAND TU SERA RICHE

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 7 ?