6 skrivagner nevez evit Priz ar Yaouankiz 2011/2012

Présentation de livre publié le 2/07/11 23:33 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour ABP
t:2
https://abp.bzh/thumbs/22/22583/22583_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/22/22583/22583_2.jpg

Bodet e Kemper evit reiñ o skridoù goude an difaziadenn diwezhañ gant Ronan Menardeau, setu eizh skrivagner o deus kemeret perzh evit reiñ mennozhioù, peseurt tresadenn a vefe evit ar golo, skeudennoù diabarzh, ar golo-kein ...

Evit ar re 6vet/Pevare e oa bet skrivet "Iskisat breur bihan" gant Olier Biguet, un istor fromus diaezezet war un istor gwir, ur paotr aotek, breur ar gonterez yaouank a zispleg buhez pemdeziek ar familh. Gant Paskal Hervio eo bet skrivet "Tamasheq", ur paotr yaouank o tizoleiñ bed ar re a vev e-kreiz an dezerzh. "Dorn Dir", un istor skiant-faltazi a zo bet ijinet gant an hini yaouankañ, Erwan Billant, lisead e Termen e lise Diwan Karaez.

Evit ar re Drede/Termen, tri levr disheñvel-tre. Istor gwir planedenn ur plac'h a zo bet gant kudennoù yec'hed spontus, hag a oa, evel Frida Kahlo, ur "Balafenn houarn" a ziskouez bed an ospital (Kerpap) hag an nerzh e oa ret dezhi kaout evit gallout bout trec'h war ar c'houzañv. Skrivet asambles gant Katell Chantreau ha Patricia Legrand-Peoc'h. Ar re a blij dezho an istorioù ma vesker un istor gwir (brezel ar Malouines) ha buhez diaes ur paotr yaouank eus Breizh-Veur oc'h erruout e Breizh a lenno gant plijadur "Tramor ' penn ar c'hoadoù", skrivet gant Franck Bodenes. Evit ar re a blij dezho an danevelloù, e "Kroazhent" e konter pemp hent disheñvel kemeret gant tud yaouank : hini ar skol-veur (bloavezh kentañ c'hwitet), hini al labour douar (diaes d'ur paotr merc'heta pa vez flaer ar moc'h gantañ), ur veaj da Valparaiso, bevañ gant unan bennak all hep gouzout re petra ober en dazont ... skrivet gant pevar skrivagner disheñvel : Moran Dipode, Milena Krebs, Mai-Ewen ha Tinna Kraffys.

72 romant evit ar re yaouank e-korf 8 bloavezh ... 37 skrivagner, 19 plac'h, 18 paotr : hag er bloaz-mañ, pa gonter Priz ar vugale a vo menneget er sizhun a zeu, ez eo 9 skrivagner nevez. Trugarez d'an holl o deus kroget en o fluennoù evit kontañ istorioù brav ! Gant ma vo ur bern lennerien plijet da lenn e brezhoneg, muioc'h-mui ...

evit kas ur skrid pe kemer perzh er priz gant ho klasad e 2011/2012 : afea@laposte.net


Vos commentaires :
Dimanche 28 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.