Diwan Kup : redadeg ar skolajoù, bec'h d'ar poullroeñviñ !

Dépêche publié le 23/06/11 0:23 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/22/22479/22479_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/22/22479/22479_2.jpg
h74uns4v.mp4, 0ee5h1o5.mp4

Evit ar wech kentañ en istor Diwan Kup ez eus bet aozet, e Gwened, gant Eugene Riguidel hag e skipailh, ur redadeg etre skolajoù Diwan. Siwazh, ne oa nemet daou skolaj aze : Gwened gant peder bag, ha Kemper, war bag Eugene Riguidel, mar plij ganeoc'h.

Ret e oa redek div wech gant tri den war vourzh ar vag : ur c'helenner pe ur gelennerez (ur renerez a zo bet zoken !), un tad pe ur vamm, hag ur skolajiad. Kentelioù poullroeñviñ a zo bet roet peder gwech da skolajidi skolaj ar Morbihan, a zo just dirak ar Rabine, hag a zo lec'h ar redadeg.

Koulskoude e oa bet start ar redadeg etre bag Kemper hag hini Eugene Riguidel. Konan de Parscau hag e dad a oa boazetoc'h. Koulskoude oa bet brav da welout : ar pemp bag o vont asambles, hag ar c'hengred a zo bet etre an dud. Erruet eo hini Eugene da gentañ, heuliet gant hini Kemper.

Siwazh evit ar re all, e oa kreñv an avel, ha disampart ar rederien, ha bag David ar Gall a zo bet teir gwech oc'h adtreuziñ al linenn ... evit loc'hañ. Met startijenn oa gant an holl, ha prest da adkregiñ, goude bezañ pleustret muioc'h ... e 2013 (ar Redadeg a vo er bloaz a zeu). Evit ar re a blij dezho ar sport hengounel-se, emgav war enezenn Groac'h, e penn-kentañ mIz Mezheven 2012.

DISOC'HOU

Evit «Defi ar skolajoù» (ur skolajiad, ur c'har, ur c'helenner)

- aet eo ar maout gant Skolaj Diwan ar Mor-Bihan (Konan De Parscau-Malard,Eugène Riguidel, Herri De Parscau Malard)

-eil plas razh-ha-razh : Skolaj Diwan Kemper gant G. Giraudon, F.-G Rios, Fanny Chauffin

ha Skolaj Diwan ar Mor-Bihan gant Thibaud Naegele, Alain Guillard, Tomaz Prat

-trede plas : Skolaj Diwan ar Mor-Bihan gant Gwenlyna Boucher-Durand, Pascale Boucher-Durand, Stéphanie Ménec

-pevare plas : Skolaj Diwan ar Mor-Bihan gant : Quentin Le Corvec, Gaël Le Sauce, David Ar Gal

Evit ar redadeg paolroeñvat / Course à la godille

1- Flahault Gildas (1mn55s)

2-Guillard Philippe (2mn9s18)c

3-Guillard Alain (2mn9s31c)

4-Fayot Pierre-Yves (2mn13s)

5-Grasset Denis (2mn14s)

6-Rios François-Gaël (2mn15s05c)

7-Le Monnier Hervé (2mn15s37c)

8-Darboven Manu (2mn23s)

9- Martinez Raimundo (2mn24s)

10-Férée jean-Pierre (2mn26s)

11-Jan Christian (2mn28s)

12-Riguidel Eugène (2mn29s)

13-Allain Pierrick (2mn41s)

14-Cozan Louis (2mn49s)

15-Danielo Loïk (2mn52s)

16-Chauffin Fanny (2mn58s)

17-Berthou Marie-Françoise (2mn59s)

18-Ménec Gérard (3mn7s)

19-Perron Georges (3mn9s)

20-Kervadec Jean-Paul (3mn10s)

21-DJi Bourbon (3mn17s)

22- Le Roux Gilles (3mn26s)

23-Fily Emeric (3mn28s)

24-Guillard Pierre-Hervé (5mn10s)

25-Lemaistre Safia (5mn34s)

26-Borgat Jean-François (5mn48s)

Disoc'hoù «Raid Menhirs Libres»

1- «La Patrice» gant Eugène Riguidel ha Gildas Flahault

2- «Eggregor» gant Marie-Françoise Berthou et Jean-Pierre Ferré

3- «La Rieuse» gant Raimundo Martinez ha Jean-Jacques Bourdon

Evit ar c'henstrivadegoù roeñverezh e oa bet dibabet 3 rummad gant redadegoù daou-ha-daou (350m):

- rummad «Skiff» : aet eo ar maout gant Brieuc Le Gall (51s79c)

- rummad «Yolette jeunes»(10-13 bloaz) aet eo ar maout gant akipaj Basile Collet (1mn15s)

- rummad «Yolette séniors» aet eo ar maout gant akipaj Carole Le Corre (59s)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 8 ?