il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /2246.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Daou vloaz zo dija, ne oa ket trawalc’h a blas e skolaj Diwan ar Releg da c’hellout degemer skolajidi ouzhpenn. Da c’hortoz kaout ul lec’h ha savadurioù da zegemer eil skolaj Diwan Bro Leon oa bet kaset ar skolajidi d’An Oaled Treglonoù. Stanket vo an traoù ivez e Treglonou, n’eus ket lec’h awalc’h eno da zegemer en tu all da zaou glas. Diaesoc’h vo an traoù a-benn an distro-skol 2005-2006, peogwir e ranko Diwan kaout klasoù da zegemer tri c’hlasad (6vet, 5vet, 4re). N’eo ket gwelloc’h an traoù evit ti-skol Diwan Lesneven. a zo deuet da vezañ kozh ha dirapar. Ha n’eus ket kaoz c’hoazh da gaout batisoù nevez a-benn an distro-skol.

Peogwir emañ sac’het teuliad staliañ un adskolaj Diwan e Bro Leon e ranko kerent, kelennerien Diwan ha mignoned hor yezh mont war an dachenn adarre da c’houlenn e vefe kavet un diskoulm a-benn miz Gwengolo.

UDB a c’houlenn digant an holl dilennidi hag aozadurioù a c’hell sikour da gaout un diskoulm, da gregiñ e-barzh ar buanañ ar gwellañ. Bugale Breizh o deus ar gwir da vezañ skoliataet en o yezh. Ha Diwan a rank kaout savadurioù evit e skolioù.

Ar Stad eo a lak skoilhoù war hent kelennadurezh ar brezhoneg gant he bonreizh hag he lezennoù. Evit mont en tu all d’ar skoilhoù-se e c’houl UDB e c’hellfe kaout Kuzul Rannvro Breizh, an abretañ ar gwellañ, ar galloudoù rekis evit ober war-dro ur politikerezh yezhel ha kelennadurezh ar brezhoneg, hervez al lezennoù war an digreizennañ. Evit UDB eo d’ar vretoned ha d’o dilennidi eo da ziviz eus dazont ar brezhoneg.

Da c’hortoz kaout ar galloudoù-se, ne c’hellimp ket ober hepte a-benn saveteiñ ha diorrenn hor yezh, e c’houl UDB d’an holl dud kar ar yezh da zont da bik-nikañ da 12e e Kreiz-kêr Lesneven d’ar sadorn 11 a viz Ewen. Ne c’heller ket leuskel bugale war ar straed ha diskol a-benn miz Gwengolo.

Ronan Divard Porte-parole de l’Union démocratique bretonne / Mouezh Unvaniezh Demokratel Breizh (contacts : ronan.divard@wanadoo.fr; 02 98 07 01 32 ; 06 32 29 30 84)

Herve Ar Gall, Mouezh UDB evit ar brezhoneg / Porte-parole délégué à la langue bretonne (contacts : hele-gall@wanadoo.fr; 02 96 24 25 09)


Vos commentaires :
Jeudi 2 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 6 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.