Naoned: ar re yaouank e-kreiz ar stourm ?

Dépêche publié le 19/06/11 21:34 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
57adiw1h.mp4

Ur bern tud yaouank e Naoned evit an unvaniezh. Gant bannieloù a bep seurt, gant tarzhadennoù forzh pegement, fuzeennoù, livioù, hag uioù ivez. Santet e oa bet adalek penn-kentañ ar vanifestadeg e oa fulor ha c'hoant da embann «re zo re» dirak an holl. Tapet e oa bet ur paotr, tapet ur wech just goude an taol livañ kentañ dija, ha koulskoude e oat un hanterkant bennak a dud oc'h ober ar memes tra (livañ kirri-samm ar polis, uioù stlapet, ret e oa livañ un archer, ivez ? N'eo ket sur...). Dieubet e oa bet da noz.

Savadur ar rannvro : aze e oa ar stourm ? Koulskoude ne oa den ebet er straedoù, piv a labour ennañ da Sadorn ? Ha lakaat kement a archerien dirak ar savadur ne oa ket un doare da lakaat ar re yaouank da chom ha da glask laou dezho ?

Ne vern, ar CPE hag harzoù-labour miz Gwengolo a zo bet un doare stummadur evit ar re-se. Pa ne vez ket graet trouz, ne c'hoarvez netra. Ha pa vez graet ? Ret e vefe bet bezañ kalz niverusoc'h, anat eo. Met memestra, piv zo gouest da vodañ kement a dud ? Ur goulenn sokial eo, ha gant ar CPE e oa ar re yaouank a oa e-kreiz ar stourm. Hag un dra na blij ket tamm ebet da Omniprezidant Bro-C'hall, eo ar re yaouank o stourm just a-walc'h. Ha nerzh re yaouank Tunizia, galloud ar rouedadoù sokial evel Facebook pe Internet dre vras a ro nerzh da yaouankiz Europa, anat dit, penn filip.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 1 ?