Kawan : glav, glav, glav, met sonerezh e-leizh !

Dépêche publié le 15/06/11 21:31 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
0y8y9njn.mp4

E Kawan e oa kalzik a strolladoù brudet abaoe pell hag a gendalc'h d'ober berzh.

Startijenn, ar strollad anavezet mat : gwelout Konogan an Habask o cheñch teir gwech e venveg e korf div vunutenn (bombard, binioù kozh, uillean pipe), an tambouliner dirollet, setu tud yaouank, bet holl liseidi e Diwan o vevañ e brezhoneg gant o sonerezh, o deus nerzh forzh pegement.

Al Loeroù Ruz ? Mammoù Diwan deuet da vezañ kanerezed, dastumerezed, ha gant o sonioù bourrapl, oc'h ober tro ar festoù-noz abaoe ugent vloaz, o reiñ an arc'haat dastumet d'ar skolajoù Diwan evit mont war-raok.

Ramoneurs : panelloù kumun Fillon ganto, o c'hervel d'ar vanifestadeg e Naoned disadorn. Ha Momo, ar c'haner a Vro Gwened, bev atav daoust d'ar c'hudennoù yec'hed spontus en deus bet n'eus ket pell zo. Pebezh youl a zo gantañ,« budjon», giz vez lâret get ar paotr !

Ha Gimol ? Tud yaouank o tont eus Diwan ivez, gant tonioù nevez (un ton e kastilhaneg rapet gant Krista, da skouer) hag a glask o hent c'hoazh, daoust d'un tambouliner (Klet Beyer), da c'hitarourien ampart, ha d'ar c'haner, Kaou Langoet, leun a youl. Komzoù ar «spontailh», pe an «emgann diabarzh» a zo brav ken-ken. Gant ma vint klevet er vro c'hoazh !

Ha gouel broadel ? Start eo bet gant an amzer fall disul. Re nebeut a dud evit paeañ an arzourien. Ha koulskoude, ret eo kenderc'hel gant an emgav-se, ken pouezus eo evit an holl vrezhonegerien ...


Vos commentaires :
Yann an astennet
Dimanche 22 décembre 2024
Fest ar sonerezh hag an dañs e oa. Hag eñ brav. Fest ar yezh a vije bet gwell ganin. Ha pa vije bet nebeutoc'h a dud c'hoazh.

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 9 ?